• "indécent"

    Div wech zo bet implijet ar ger-se n'eus ket pell zo.

    An degouezh kentañ 'oa e-keñver goulenn ur referendum war dazont an nukleel er Frañs da heul gwallzarvoud Fukushima. "indécent" : ret 'oa kaout doujañs ouzh ar paour-keizh Japaniz kentoc'h evit lañsañ un tabut e giz-se... 

    An eil degouezh 'oa e-keñver pennad de Margerie an deiz all oc'h embann e koustfe 2 € al litrad esañs deiz pe zeiz. "Indécent", eme Sac'h Kaoc'h Ki. Gwir eo 'oa un dra heugus ba komzoù penn bras Total. Priz an esañs ac'h aio en tu all da 2 €, n'eo ket aze emañ an dalc'h. War ar poent-se e oa eeun a-walc'h evit ur wech. Ba fin ar pennad an hini eo 'oa komzoù "indécents" : war-lerc'h ur galv da espern an energiezh  en em laoske da vont o klemmichal blam' n'en doa ket droed da vont pelloc'h war hent ar "gaz de schiste" ... Dizoare, ya.

    Da c'houzout hiroc'h : http://www.agoravox.tv/tribune-libre/article/l-essence-a-2-euros-sarkozy-pique-29933

    --------------------------------

    "indécent" a servi récemment à 2 occasions :

    - pour qualifier la proposition des écolos d'organiser un référendum sur le nucléaire en France

    - pour qualifier les propos du patron de Total annoçant le litre d'essence à 2 euros.

    ... alors qu'en cherchant bien, c'est la fin de l'interview de Margerie qui était indécente, lorsqu'il pleurnichait parce qu'on ne le laisse pas exploiter les gaz de schiste en paix.


  • Commentaires

    Aucun commentaire pour le moment

    Suivre le flux RSS des commentaires


    Ajouter un commentaire

    Nom / Pseudo :

    E-mail (facultatif) :

    Site Web (facultatif) :

    Commentaire :